Etre chapel Sant-Efflam ha tossenn Menez-Bre,
'Zo ur c'habitenn yaouank o sevel un arme;
Da glazk soudarded yaouank
pep lec'h dre ar c'houtre
Me 'm euz ur mab Silvestrik a lavar mont ivez.
"Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ
Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ -
Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ;
N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ -
Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ?
A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell.
[Thanks to xaurin for adding these lyrics]